Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/94

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
− 66 −

gant-han, neuze a vije marw ; met bete neuze n’hen dije ket ezomm da gaout morc’hed gant-han. —

Mont a ra en hent, gant he varc’h hag he gi. Bale a ra kement ha ker-bihan, ma tigwez iwe en ur vali gwez-dero braz, ur vali hirr-hirr. Mont a ra beteg ar penn, hag a wel ur c’hastell kaer. Skei a ra war ann or. Digoret eo d’ehan. Goulenn a ra ha na euz ezomm a vewel a-bed. Kommerret eo da baotr marchosi. Dre ma oa ur paotr stummet mad, akuit en he labour, hag ur paotr koant iwe, a plije kaer d’ann Otro ; hag he varc’h hag he gi a blije d’ehan iwe. Met mui a plije c’hoaz da verc’h ann Otro, un dimezell iaouank ar c’hoanta. Kement a reaz o plijout d’ehi, ma oent dimét hag eureujet a-benn ur bloaz.

Ann daou bried iaouank a vewe evuruz, o vale bemde dre ar jardino hag ar c’hoajo, en-dro d’ar c’hastell. Un dez a tolas-ewez mab ar Pesketaër penoz en un tu ar c’hastell ann orojo hag ar prennestro a vije serret bepred, hag a c’houlennas digant he e vroeg petra a oa kiriek da-ze.

— Ato, emezhi, euz ann tu-se ar c’hastell a zo ur porz leûn a loened benimuz, aered, sourded, touseged hag a bep-seurt amprefaned.

Setu diwar neuze na ree nemet sonja er porz-se, hag hen defoa ur c’hoant vraz da vont da welet he-vran ha gwir a oa laret d’ehan. Un de pa oa o vale en tu-se ar c’hastell, gant e varc’h hag he gi, (he vroeg na oa ket gant-han ann dro-se), — o tremen a-