— Ia ’vad ; rèd eo lakaad anehan da boazad.
— Ma ouvefac’h peira hen euz laret d’in ?
— Piou ? ar pesk ?
— Ia, ar pesk.
— Petra hen euz làret eta ? —
— Rei he gig d’ac’h da debri, he galon hag ann dour a vo bet o walc’hi anehan, d’ar gazek, hag he vauellou hag he skevend, d’ar giez.
— Rèd a vô ober evel ma hen eûz làret.
Setu poazet ar pesk eta, debret he gig gant groeg ar Peskelaër, he galon, gant ar gazek, hag he vouellou, gant ar giez.
Prestig goude a willioudas ar vroeg, hag a c’hanas daou vugel, daou baotr ar c’haera, ha ken henvel ann eil euz egile, ma oa rèd staga ur ruban euz brec’h unan anhè, ewit anavezout ann eil euz egile. Ar gazek a âlas iwe, ar memeuz de, hag a defoe daou ebeul-bihan, ha na oant ket dishenvel, en nep-feson ; hag ar giez a defoe iwe daou gi-bihan, ha na oant ket dishenvel iwe.
— Hag a zo mad ! a laras ar Pesketaeër ; pep a ebeul ha pep a gi da bep-hini ma bugale.
Ann daou baotr a deue mad. Pa oent digwet gant ann oad a bemzek pe a c’houezek vioaz, a laras unan an-he a oa skuiz er gèr, hag a renkje mont da vale-brô. Kaer ho defoa hen pedi da choum er gèr, he dad, he vamm hag he vreur, na dalvee ket, rèd a oa hen lezel da vont. Met a-rok a laras d’he vreur mont bepbeure, kerkent ha ma savje, da skei un tol kontell en troad ul loreenn a oa er jardinn, ha pa deuje gwad