Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/128

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —


— Me a gommerro anehi ! me a gommerro anehi ! a grie ar Marc’hadour, a oa ebars.

— Te a gommerro piou ? eme ann aotro.

— Ho merc’h, aotro.

— Ah ! mab gast ! kerz da glask anehi neuze en fonz ar stank !

Hag a oe tolet er stank, hag a-boe na eo ket bet gwelet.

Ann aotro hag he vewel Iann-vraz a eaz ann dewarlec’h da foar Wengamp. Pa oant o sellet euz ar staliou-kaer a oa eno, a oent souezet braz o welet ar miliner eno iwe, ha gant-han ur stal aourfredour ar c’haera.

— Petra miliner, eme ann aotro, te eo a zo aze !

— Ia ’vad, ma aotro ; deut oc’h da brena un dra-bennag diganen michamz ?

— Penoz, n’ont ket chommet er stang eta ?

— Evel ma welet, ma aotro ; na em gavenn ket mad eno ; ha koulzgoude a trugarekann anoc’h, rag a-c’hane eo deut ganen ann holl dreo-kaer a welet ama.

— Ha gwir ? —

— Evel ma laran d’ac’h, aotro. N’am euz keun nemet da un dra, hag a eo dre ma n’ho poa ma zolet un tammig pelloc’h ; neuze a vijenn kouezet el lec’h ma na euz nemet treo aour.

— Ha gwir ? —

— Ken gwir ha ma lâran d’ac’h, aotro. —

— Hag e-maint eno c’hoaz ?