Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/124

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —


kreiz ar porz, hag hen leunia a zour. Neuze a lakaas ebars kig-sall, kig-bewinn, kaol, irvinn, holenn, peb, — holl kement a zo rèd da gaout ewit ober soubenn vad. Goude a tiwiskas he chupenn, a kommerras skourjez ar miliner, — ha da skourjata ar pod-houarn ! met kaer hen defoa skei, ann dour a chomme ien bepred.

— Petra a ret iwe, aotro ? — a laras Iana-vraz souezet.

— Ro peuc’h, genaouek, brema-soudenn a weli.

Hug hen da skourjata are, euz he wella. A wez-an-amzer a voute he viz er pod-houarn ; — bepred a oa ien ann dour ! — Pa oe skuiz a-valc’h, a paouezas iwe, hag a lâras : —

— Arsa, ar miliner, ’m euz aoun, a ra goap ouzinn ? —

— Ia, goap a ra ouzoc’h sur , aotro. — a lâras Iann-vraz. —

— Ma ! na euz forz ; na euz nemet ar maro ewit-han !

— Larda anehan er-fad, gant he skourjez, me gred a vo a-walc’h, aotro. —

— Nann, nann, ar maro ! ober-goap ouzin-me ! eomp buhan d’ar vilinn, ha digass ganid ur zac’h ma vo boutet ebars ha tolet er stank da veuzi.

Iann-vraz a gommerras ur zac’h goullou war he skoaz, hag ec’h ejont ho daou trezeg ar vilinn. Boutet eo ar miliner paour er zac’h ha zammet war ar marc’h-porté ewit bea kasset d’ar stank, pehini a oa un tammig pell euz ar vilinn. Pa oant o vont, a weljont o