Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/118

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —


— Petra, dont da ober goap ouzin c’hoaz em zi ! — a lâras ann aotro d’ehi. —

— Jezuz ! aotro kez, me ober-goap ouzoc’h ? na me na ma den na gretfe bikenn ober se.


— Ma ! mont a rinn koulzgoude, hag a komzinn gant ar miliner. Henes a sonj gant-han ez eo finoc’h ewit-on, marteze ?

Mont a ra ann aotro d’he goan d’ar vilinn. Friko a oa, kig-sall, rost euz ar beer, jistr ha gwinn iwe. En definn ar pred, pa oa un tammig tomm ar penno, ar miliner a lâras d’ann aotro : —

— Ma ! aotro, ann holl a oar er-vad ez oc’h un den finn , ha koulzgoude ez on kontant da ober ur pa-ri na refet ket ar pez a rin-me,

— Petra eta ?

— Lac’ha ma groeg dirazoc’h holl ama, hag hi ressussita goude, o c’hoari gant ur violonz am euz aze.

— Pari ugentskoed na ri ket se.

— Ugent skoed a rinn.

— Gwelomp eta, eme ann holl ; ann aotro a dalc’h ar pari. —

Hag ar miliner o kommer ur gontel, o lampad war he vroeg, hag oc’h ober van da droc’ha he gouk d’ehi. Met na droc’has nemet ur vouellenn leûn a wad hen defoa laket en-dro d’he gouk. Ann aotro, pehini na wie ket ann dro, evel ar re-all, a heuze o welet ar gwad o redek. Ar vroeg a goueas d’ann douar, evel pa vije marw-mik. Ar miliner a gommeras neuze he violonz, hag a em lakaas da zoon. Hag he vroeg da