Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/114

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —


— Jezuz, ma c’halfenn kaout ann arc’hant-se ! a lare ar Miliner en-han he-unan. Hag hen o sonjal teurrel kroc’henn he vuc’h en ho c’hreiz, ewit ho sponta. Al laeron, o welet ar c’hernio hag ar c’hroc’henn du-se, — rag du a oa ar vuc’h, — a sonjas d’he a oa arru ann Diaoul d’ho c’herc’had. Ha da skara, du-man ha du-hont, hag o leuskel eno oc’h holl arc’hant ! — Deut eo ma zol da vad, war ma fe ! — eme ar miliner. Hag a tiskennas neuze diwar he wezenn, hag a pakas ann holl arc’hant en kroc’henn he vuc’h, ha d’ar gèr ! Beteg ann dez a chommas he vroeg hag hen da gonta arc’hant ; met na oant ket ewit dont a-benn da ober kont a-bed, re a oa euz ann arc’hant.

Ann dewarlerc’h ar beure, ar miliner a laras d’he vroeg mont da di ann aotro, da c’houlenn un anterrenn, da vuzura ann arc’hant. Mont a ra ar vroeg, hag a c’houlenn ann anterrenn. —

— Da betra oc’h euz-c’hui ezomm un anterrenn ? a laras ann aotro d’ehi.

— Da vuzura arc’hant, aotro.

— Da vuzura arc’hant a-walc’h ! ober goap ouzin a fell d’ac’h, me gred !

— Nann ma Doue, aotro kez ; ar wirionez a laran d’ac’h ; deut ganen, hag a welfet.

Mont a ra ann aotro gant-hi. Pa wel taol ar miliner goloët a beziou daou-skoed, ez eo souezet braz, hag a lâr d’ehan : —

— A be-lec’h a t’euz te bet ann arc’hant-se ? —

— Ewit kroc’henn ma buc’h, am euz gwerzet en Gwengamp, am euz bet an-he, aotro. —