Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/104

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
− 76 −


— Diskouezit d’in penoz ober, mamm-goz, ewit gwelet. —

— Sell, evelhenn, mabig.

Hag a votas he fenn en toull. Met kerkent mab ar Pesketaer a grogas en he zreid, hag hi zanfoeltras war ar rod goloët holl a aoeteno.

Hag a koueas d’ann traon, draillet munud evel brenn-heskenn.

Neuze ec’h a da vale dre ar c’hastell, da welet ha na gavo ket he vreur. Ma tigwez gant-han ul Louarnes, pehini a lar d’ehan : —

— Penoz oc’h euz c’hui gallet dont ama ?

— Petra, c’hui a gomz iwe ? a c’houlennas, souezet braz.

— Evel ma welet.

— Oh ? me am euz gouveet ann tu da dont a-benn euz ar vroac’h koz.

— Penoz se eta ?

— Penoz ? tolet am euz anehi war he fenn bars ar vilinn aotenno, hag ez eo bet draillet munud evel brenn-heskenn.

— Oh ! me ’gare a ve gwir a larfac’h ?

— Na euz netra a wiroc’h, kredit anoun, pa larann d’ac’h.

— Neuze oc’h euz ma delivret !

Ha kerkent a oe troët al louarnes en ur brinses ar gaera.

— Pemp-kant vloaz a oa, emehi, a oan-me dalc’het aman indan gazel-gae gant ar zorseres milliget se !

— Ha ma breur paour, na ouzoc’h doare anehan ? —