— Ma ! me a laro did c’hoaz : — En tu-se ar c’hastell a zo ur porz leun a aered, sourded, touseged, holl amprefaned benimuz, ha loened-all falloc’h c’hoaz hag ann hini a afe eno, na zistrofe bikenn.
Ma sonjas kerkent penoz a oa êt he vreur eno.
Ann dewarlerc’h ar beure, goude dijuni, ec’h a da vale en tu-se ar c’hastell, gant he varc’h hag he gi :
— Aze, — a lare en-han he-unan, a renk bea ma breur, ha na euz forz petra a c’hoarveo, red eo d’in mont da welet.
Skei a ra war ann or. Dont a ra ar vroac’h koz da digorri : Anaveout a ra kerkent marc’h ha ki he vreur, ewit-he da vea treut ka prest da verwel gant ann naoun.
— Demad d’id, mabig ! a lar d’ehan ar vroac’h, deut out iwe d’am gwelet ? deuss ebars buhan, ma tiskouezinn d’id ann holl dreo-kaer am euz ama. Kommer ann diou chadenn-se, da staga da varc’h ha da gi aze en toul ann or, ken a zistroï.
Hag a tennas diou vlewen euz he fenn, hag a astennas he dorn wit ho rei d’ehan. Met heman a c’houezas war-n-he, hag a kouezjont d’ann douar, troët en diou aer-wiber.
— Ma? mar na fell ket d’id staga da varc’h ha da gi, ho losk aze, ha deuss ganen bepred da welet ma c’hastell.
Mont a ra gant-hi. Arru e-kichenn ar vilinn aotenno :
— Sell, mabig, bout da benn en toull-se, hag a weli ur burzud ar c’haera.