Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— AR VOUEZ HE-UNAN. —


Rag c’hui ’zò leùn a vadèlez,
A c’halloud hag a garantez,
Ewit prènan ar péc’her kaèz. —


— HOLL. —


Ia, c’hui ’glewò klemm ar pec’her,
Rag holl int hò pugale ger,
Ha d’ez-he holl ’vefet Zalwer ! —


En hanò ann tad,
En hanò ar mab,
En hanò ar speret,
En hanò ann Drindet. —

Amen ! —


III.


Hag ann envned bihan ’rè iwe hò fedenn,
Hag a gànè er gwez, ken zeder, uz d’hò fenn.