Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— AR VOUEZ HE-UNAN. —


Hervez hon droùk mar hon barnet,
Aotrou, piou a vezò kâvet
Gloan a-walc’h ’wit beza zalwet ? —


— HOLL. —


Med c’hui ’varno gant karantez,
Hag a roï d’imb ar gwir vuhez,
Hò lèzenn n’eò ket didruez.


— AR VOUEZ HE-UNAN. —


Me am eùz fizianz ’n ho komzou,
C’hui ’zò leùn a vadélèzou,
Ha n’am c’holfet ket, ma Aotrou.


— HOLL. —


Dioùz ar mintin beteg ann nòz,
Me c’houlenn dalc’h-mad hò pennoz,
Ha gant fizianz kalz hi gortoz. —