Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Hon tad pehini ’zo ’n Envò,
Da vezò meulet oc’h hànò ;
Da deuïo ho roùantelez,
Evel barz an ef, en hon touez. —


— AN HOLL. —


Roët d’imb holl bugale Breiz
Ar peoc’h hag hon bara beb-deiz,
Ha pardonet d’imb hon faziou,
’Vel ni d’ar re a rà d’imb gaou.

Eùz a beb-seurt drouk hon miret,
Ha dreist-holl eùz ann drouk-speret : —
Aotro, selaouet hon pedenn,
Ha da vò gret ho ioül. — Amenn ! —


— EUR VOUEZ HE-UNAN. —


Salud, Mari, mamm ha Gwerc’hez,
Leùn a c’halloud, a vadèlez,