Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ar gliz-beuré a luc’h war ar ieod, ’vel stered,
Ar glujiri ’n em c’halv, a beb-tù, ’n touez an ed,
Hag ar voualc’h, hag an drask, hag al laoùenanik
A gàn holl ho zòniou, war ar skour, ken koantik ! —

Peb-hini ’zav hi vouez hag iwe hi bedenn
War dù ’n Aotro Doue, hag a gàn ken laouenn
Meulodi ann hini ’grouaz peb-tra er bed,
’Raog diskenn d’ann douar, da glask hi damik boed !

Hag ann dèn he-unan a chòmfe heb sevel
Hi vouez hag hi galon, eùz hi draonienn izell,
En-trezeg hi Doue ! Ann anevaled mud,
Heb gaou, a dàlfe mui neuze ewit ann dud ! —

Oh nann ! — ze ve gwelet, marteze, el lec’h-all,
’Vel en brò ar Saozon, ha siouaz ! en brò-C’hall,
Hogenn nann en hon touez, nann barz ann douar Breiz,
Brò ann dud eeün ha mad, ho c’halon leùn a feiz.