Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEDEN AR MEDERRIEN EUZ AR MINTIN.


————
I.


Ken rù hag ar glaou-tàn er forn, ha lugernuz,
E sav heol ma Doue, ar mestr holl-gallouduz : —
Hirio ’vezo aré ha kaer ha tòm an deiz,
Ma vò eur blijadur medin en parkou Breiz. —

Hogenn, a-raog an heol, p’hen deùz ar c’hôg kànet,
Holl dud an tiègez kerkent a zo zavet,
Ha goude bout skarzet peb-hinin he skudell,
E-maint brema war hent ar park, heb dàle pell.

Gant-’è ’zò peb a falz : — da gentan ar baotred,
Ha neuze, war hò lerc’h, ’teù iwe ar merc’hed ;
Ha heb làret eur gìr, c’heuillont ar wenojenn,
Dindan ar boujennou hag en touez ar radenn.