Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

 
Kousk aze, ma laouenanik. —
Ann oanigou ez ar stered,
En prajou ann ef ken koantik,
O redek, o c’hoari bepred. —
Kousk aze, ma laouenanik. —

Kousk aze, élik bleo melenn. —
Al loar ez è ar messaër
Euz ar bleizi ’wit ho difenn :
Sell, mabik, pebeuz da bràd kaer ! —
Kousk aze, élik bleo melenn ! —

Kousk aze, roue he vammik ! _
Me brénò did eùn oan bihan,
’N hi c’houzouk eur brizillonik,
Eur brizillon arc’hant gant-han. —
Kousk aze, roue he vammik ! —

Kousk aze prim, ma zurzunel. —
Med mar begia an oanik ’vad,
’Teuio d’hen kerc’hout d’hi gawel
Eur bleiz dù ha drouk eùz ar c’hoad. —
Kousk aze prim, ma zurzunel. —