Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Marw eo Brizeuk, barz ann Armor,
Evit bewan en eur bed gwell ! —
Kànit kanvou, koajou ha mòr,
Eostik-nòz, klemm a vouez huël. —

Mari ar Vouster, war he vez
Pedet Doue hag ar Werc’hez ;
Ha laket eur ròzen nevez
Uz da galon ar c’hàner kèz. —

Hogen pelec’h vò doùaret
Korf ar barz a gàne ken mad
Ar vrò gan-eomp-ni holl kàret,
Mòr trò-war-drò, hag e kreiz, koad ?

Lakaët-han e Beg ar Raz,
Hag eur peulvan a uz d’hi benn,
Dirag Sizun, ma welo c’hoaz
Al leanezed o tremen. —