Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ia, ar vrò-ze eo Breiz-Izell,
Lec’h ma fell d’in mont da verwel,
Ha bezan eùn deiz doùaret,
Gant ma broïz en ho béred. —


————

— Ann hinin a zavaz ar zòn,
’Zo eur zoudard, trist he galon,
Hag a varwo gant keùn d’he vrò,
Med prest da Vreiz e ve distro. —


*