Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


BREIZ-IZELL.


————

— Làr d’in, anaout a rez ar vrò
Lec’h, war ar garrek, sao derò ;
Lec’h ’kàn ar barz war dreuz he zòr,
Ha war ann aod e trouz ar mòr ? —

— Ia, ar vrò-ze eo Breiz-Izell ; —
War ar bed pa daolann eur zell,
En neb lec’h na welan hini,
A c’houlenn ken braz meuleudi. —

— Làr d’in, anaout a rez ar vrò
Lec’h ma kaver c’hoaz war eun drò
Komz Doue hag ar feiz ò rén,
Ha reiz hag eeün kalon an dén ? —