» Komzet d’in eùz Jobik, a velinn ar stank-vraz,
» Gant he vleò melenn-aour, hag he daoulagad-glaz !
» ’Wit eur gir-mad eùz-han, pé ’wit eur zer-lagad,
« Mé a ròfé kant gwech Iannik hag he holl vad ! —
— » Oh ! plac’hik hi fenn skanv ! diwallet, ann amzer
» ’Zò kriz ha didruez, hag a diskar en bezr
» Karantez iaoùankiz ; ha goudè, aliès,
» Na chòmm med paourentez, ankenn ha dienès ! » —
— » Lavaret d’in, mamm gòz, pétra rinn gant arc’hant
» Keit ha ma vìnn karet, ha iaoùank flamm ha koant ?
» Préena kézek ha zaoud, dastum eur ialc’had aour ?
» Ah ! gwell eo karantez, pa dléfenn beza paour ! »
Dimèzet eo brema, Jannedik d’hi Jobik,
Ha pell-amzer a zò eò tremenet Gaodik : —
Bennoz Doue gant-èz, ha komzou ar wrac’h-kòz
Ra deùint ket d’ankenia speret Jannet en nòz !