Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SONE.


————


Tri aval rù, tri avalik
Am eùz, hag a ’zò ken koantik !
Hag ann neb am c’hàrò raktàl,
’Roïn d’ez-han ma zri aval. —

Ma avalou a zò ken flour !
Eùz hò gwelet heb kèn ann dour
’Deù en gènô ar baotred koant,
Hag holl e varvont gant ar c’hoant !

Gab Rosmad ha Laouik Guillou,
A garfè kaout ma avalou ;
Hogenn unan ’zò kéméner,
Hag égilé eur messaër