Neb gir na lavarent. Fanch-vraz ez oa er penn,
Ha distaolet gant-han ha bòtou ha chupenn ;
Fanch-vraz, gwella mewel ez oa neb-lec’h er vrò ;
Na vijé ket kavet hé bàr dek lew trò-drò. —
Goudé Fanch-vraz ’teué kerkent Ervoan ar Meur,
Ha war hé lerc’h, Iannik ann Tàlek hag he vreur,
Paotred-vad bars eur park, pè gant tranch pè gant falz,
Labourerienn kaled, ’vel ma zò ’n hon brò kalz.
Eùn tàmik war hò lerc’h Efflam Kerborio
’Boaniè stard, ’n hé gichenn Fantik Kerlohio.
Allaz ar plac’hik pàour n’helljé c’heuill birwikenn
Mar na ràjé Efflam ann hanter hi-lòdenn.
Ha ma luc’hé ann heol, ma kàné ann evned,
Hag ar falz, ’vèl eùn aer, ’ruzé en mesk ann ed,
Hag ar gwiniz tròc’het, ken poùner, ken mélenn,
’C’hòloé ann irwi, war hò lerc’h, penn-da-benn. —
Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/232
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ