Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Trò-drò, kornandoned louz ha fall, a vàgad,
A lamm, a dans, a làr : — « Marw ez ar paour Armor !
« Setu-han diskaret ! oh ia, marw eo, marw mad !
» Marw eò ! marw eò! marw eò ! — Taolomb he gorf er mòr ! »

Piou a gomz er gìz-zè ? — Paotred Saoz ha ré-C’hall ?
Nann, nann, n’hen d’è ket marw, med kousket eùn tamik ;
Kànet, kànet izell ; m’hen gwelfac’h ò finwall
He vìz bihan heb kén, gant spont e varwfac’h mik.

Dìwallet ! dìwallet ! mar kànet ré-huël
E c’helfé dishunvi : n’och eùz-c’hui ket gwelet
Klézé braz ar Gwesklen, ar paotr mad er brézel,
He zorn-deò warn-ez-han ? — M’hen làr c’hoaz : diwallet !
 
Mar dishunv ar paotr-mad (òber rei martézé)
Neuzé hò pezò keuz, neuzè vò eùn dans-all !
Saozon, c’hui hen goar mad, eò poùner he glézé,
Ha c’hui na c’hoarzfet kén er gìz-zé, paotred Gall !