Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Eùn amzer a zò bèt, na garriemb ket, a grenn,
Gwelet tud dìvròët, — ré Zaoz, pé rè bro-C’hall,
(Rag ni, a-beb amzer, zò bèt kaled hon fenn),
O tont da werza d’imb eur iez hag eur feiz all.

Eùn amzer a zò bèt, hag ez oa eùn énor
Beza gànet en Breiz, beza c’hanvet Breizad,
Hag è vijè làret : — paotred-vad ann Armor !
Ha kément-zé oa gwir. — Henès oa ’n amzer vad !


II.


Pé-lec’h ’ma n amzer-zè ? Pélec’h éma, siouaz !
Ha ni dlé beza holl Saozon pè Gallaoued ?
N’eùz ket a Vreizaded bars en Breiz-Izell c’hoaz,
Ni ar mibienn héna, martézé, eùz ar bed ? —
 
Marw èz éta Armor ? — Nann, ar paotr kòz, m’hen goar,
Karget hé izili a liammou c’houarn,
’Zò astennet hé gorf brema war ann douar,
Eùz hen diwall Iann Zaoz, ha Gallik al Louarn.