Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Hag en mesk kant neuzé é kavjac’h eur Breizad,
Heb poan a-bed, raktàl, ébars ann holl broìou.

Eùn amzer a zò bèt, ’weljac’h hon ilizou,
En kèr ’vel war-ar-maès, leùn a dut daoùlinet,
Beb-zul ha beb-gouel berz : — Neuzè er pardoniou
Na vìjé ket danset a-raog beza pédet.

Eùn amzer a zo bèt, ’vìjé klewet en Breiz,
En hentchou, el lannek, ha war lein ar ménez,
A beb-tù, da guz-heol, war drò ann abardeiz,
Kànan ar gwerziou kòz hag ar zòniou newez.

Eùn amzer a zò bèt, zoudarded Breiz-Izell
’Oa doùjet en peb-lec’h, hag ar Saoz milliget
A dêc’hè dira-z-hè, pé é renkè merwell,
(Rag ré Vreiz ha ré Zaoz biskoaz n’int ’n em gàret).