Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EUN AMZER A ZO BÊT.


————


I.


Eùn amzer a zò bèt, ha na vijé klewet
Hon touez nemed iez Breiz : war ar maès vel en kèr,
Holl ’komzemb ar iez kòz gant hon zàdò komzet,
En Gwened, en Kernew, Leon ha Landréger.
 
Eùn amzer a zò bèt, oamb gwisket ’n eur chìz-all ;
Peb-hini ’n dòa tòk-braz, bragou-braz ha chùpenn,
Ha na oamb ket henvel barz en Breiz eùz ré-C’hall,
Ha na oa ket touzet hon bleò-hir war hon fenn.

Eùn amzer a zò bèt, ’vel hon boa hon dillad
Dishenvel eùz ré C’hall, oa iwé hon giziou,