Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR PRAD FALC’HET.


————


Setu falc’het ar prad ! — Deac’h, pa ’z oùn tremenet,
Oa plijadur ’gwelet, ’n touez ar ieot, ar bleuniou,
Ken zard hò daoulagad, ken pinvidik liwet ;
Ha zelaou ar skrilled ’kana d’é hò zòniou !

A beb ment, oa ’enò, hag iwé a beb-liou,
c’hlaz ha ré vélenn, ha ré ruz ha ré wenn,
Hag holl ez oant laouenn, goudé ar gwal-deiziou,
Ha ken koantik ’savent, pa dremenenn, hò fenn !
 
Melwennou kaer Doue, ha c’houiled alaouret,
Ha kelienn ruz ka glaz a rée d’ez-hé al lez ;
Ann heol c’hoarzè out-hè, ann heol kaer beniget,
Hag ann evned ’gàné trò-drò ebars ar gwez.