Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
He diou-jòd a zò ruz ha gwenn,
He muzellou, diou gérézenn,
Ken fresk, ken koantik ha ken flour,
Ma teù en hon génò ann dour !
He dennt a zó ’vel eur bagad
Oanigou gwenn ébars ar prad,
Ha gant ec’h halan ’zò c’houez-vad,
’Vel ar gwezvoud, pe ’r spern, er choad.
Oh ! brawa ma ’z é da welet,
D’ar zùliou, pa ve kempennet,
Eur choef dantelez war he fenn,
Eur groazik arc’hant ’n he c’herc’henn !
Bròz mezer, botou rubanet,
Hag eùn davanjer marellet,
Ha hi ken zard, ken skanv a droad,
Ken sklezr ha ken lemm he lagad !