Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Trist ’oan ’vel ar Màrò ; — pebeuz da galounad !
War ann hent e ruille daerò ma daoulagad.
— « Ha penaoz goude-zè bewa war ar bed-man,
» Mar d’è marw ma Genò, ann hinin a gàran ! » —
 
War-drò ann abardaez, pa oan war ann hent braz,
’N tàl chapel Sant Ervoan, me klewet sòn ar glaz !
Ma c’horf-holl a grénas neuzè, ’vel eùn delienn,
Pa c’houez ann awel-nord er faou pe en derwenn.

Ma Doue, ma Zalwer, na petra a glewan ?
Ar zòn-ze a laka ma c’halon da rannan.
Mar d’eo Genovefa, ma dous koant ’zò marwet,
Me na vìn ket iwè pel-goudè war ar bed.

« — Na lavaret-c’hui din, plac’h iaoùank, me hò peed,
» Da biou e sòner glaz, ha piou ’zò tremenet ? »
« — Genovefa Kerloas, allas ! koanta plac’hik
» ’Oa er vrò, ’zò marwet gant keùn d’he c’hloaregik ! » —