Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Neubeud kaer e laront a gomzou en pàd koan,
Neubeud komz ann hini ’vè brewet gant ar boan :
Ha koulzgoude nikun na ìeïo da gousket
A-raog ar pedennou dirag ann holl làret.
 
Al loened ’zô ’n hô c’hraou, ann dud ’n hò gweleou,
Ha bremà na glewer neb trouz, med a wechou
D’eûn tréméner bennag ò c’herzall mouez ar c’hi,
Pe zòn ann estik-nòz, en dervenn, uz d’ann ti. —


*