Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


En em strinka ’ra d’ann douar
War he daoulin, hag he lavar : —
— « Meulodi d’ar Werc’hez Vari,
» A iac’ha peb poan ha gouli !
 
» Gloar da Vari en peb amzer,
» Pa deùz iac’haët ma mab kèr !
» Ma mab Iannik a zo breman
» Gant èlez Doue ò kanan ! » —


*