Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Laouik a zò karantezuz,
Eur poanier mad, eùn dèn nerzuz ;
Med égilé hen deùz arc’hant :
Setu ’n em werzet Tìna goant ! —
Laouik gomzé a garantez :
Egile gomzé a danvez :
Gant dillad kaër, arc’hant hag aour
E c’hònezaz ar plac’hik paour ! —
Ma malloz rù war ar màdou,
A drò pennou ar merc’hejou !
Gwell eò karantez leiz ann dorn,
Wit aour hag arc’hant leiz ar forn ![1]
*
- ↑ Krenn-lavar anvezet mad en Breiz-Izell. —