Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/104

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



TINA,


MERC’H AR MELINER.


————


Anaout a ret Tìna Kerc’hoant,
Merc’h ar meliner, ar plac’h koant,
Ken braò kempennet d’ar zùliou,
A dans ken skanv er pardòniou ?

Setu ar plac’hik dimèzet.
Piou a sonj dec’h a deùz-hi bet ?
Neb he c’harrie ’vel he lagad,
Laouik eùz a vilinn Rozmad ? —
 
Nann ! bet a deùz eur genaouek,
Pinvidik, a gomz ar gallek, —
Ha setu rannet gant glac’har
Kalon ar meliner he c’hàr !