Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ar republik hag ar monarchi, 1875.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix.

Ar Republik hag ar Monarchi
(Eil pennad)


En gwirionez, ann deputeet pere a zo breman en Versailles, a zo evel kuzulerien municipal ann holl bars ar Republik vraz : ar ministred a zo ann adjointed, hag ar pensturier, pe presidant, a zo ar mear. Mar na heuil ket ar c’huzulerien, ann adjointed hag ar mear-se ann hent mad, mar na reont ket pep-tra hervez hon c’hoant hag evit hon mad hag hini ar vro, dalc’homp sonj mad a gement se, ha pa vezo deuet ann amzer, pa vezo elektionou nevez, e rofomp d’ezhe ho c’honje, hag e lakafomp re all en ho lec’h. Na eus ezomm a-bed da ober kalz trouz, na da em insulti, na da em ganna, na da dorri netra evit ober ann dra-se. Ar re a ve diskarret a ro ann alc’huezou d’ar re ho defe trec’het, ha setu c’hoariet ann taol, hag ann traou a zalc’h da vont evel kent, ha gwelloc’h, peurvia.

Met mar be ur Monarchi el-lec’h ur Republik, da lavaret eo ur roue pe un Impalaër e-lec’h ur presidant, ann traou na eont ket evel-se : neuze na eo ket evit ur bloaz pe daou, pe dri, pe seiz, e kemerromp ur mestr, met epad he vuhe, ha pe a blijo d’imp pe na blijo ket, a vezo red miret anezhan, ha goude e varo, zoken, he vibien a vezo ive hon mestrou.

Kemerromp exemplou en histoar Franz euz ann drouk a hell dont euz a gement-se.

Hanvet hoc’h eus, a-vad, evit ho mestr ur roue evel Charles Pemp, pehini a oa un den a benn hag a galon, un den fur hag ur roue mad : pep-tra zo kazi evit ar gwella ha na eus ket a lec’h da em glemm. Met mervel a ra ar roue fur-se, hag he vab, Charles C’huec’h, un diot, un den diskiant, a deu da veza roue en he lec’h. Allas ! pebeus gwalleur : ann armeou a zo trec’het gant ar Saozon, hag an dredern euz a Franz a zo indann ho veli (en leur pouvoir.)

Gant ur roue evel Herri Pevar, — un den a garie e bobl, hag he zoa karet ganthan, pep-tra hec’h a mad a-walc’h arre. Met Louis Trizekvet, pehini a zeu goude zo un imbicil, ha na ê mad da netra. Un Napoleon kenta a deu da veza impalaër hag a dorn (bat) ar Prussianed en ur miz, hag abalamour ma oa hennes an den dreist ar re-all, pe abalamour d’ann hano hep ken, a em roët divezatoc’h da Napoleon Tri, pehini a zo dornet gant ar Prusiannet en ter sizun, hag e ra kement a zrouk d’ar Franz.

Ur wez ma ve ar rouane hag an impalaëred war on trôn, e talc’hont stard, ha na ve ket gallet ho c’has-kuit gant bulletinou vot. Arc’hant ar vrô a zo gant-hê, hag ar c’hargou, pere a reont d’ho mignoned, hag ann arme, ha mar em glemmet, e tiskouezont prest ho dent. Na aller em disober out-hê met dre ur revolution, hag ur revolution a zo atao noazus d’ar vro, pehini na houl (ne veut) nemet ar peoc’h.

Setu petra eo ar Republiq, ha petra ur Monarchi ; petra eo ur roue, un impalaër hag ur pensturier, pe presidant. Gwelet pegement ez eo gwelloc’h kaout ur presidant, pehini hec’h aller kas-kuit, pa na blij ket, gant bulletinou vot, hep trouz vraz na revolution, — el-lec’h ur roue pe un impalaër ne ve gallet en disober outhan nemet gant tennou fusul, ha tennou kanon.

Na gomzan ket euz ann espergn (économie) a ve gant ur Republik, ha koulzgoude ez eo un dra a dalvoudeges vraz. Napoléon Tri hag he re (sa famille) a debre d’eomp d’ann neubeuta daou-ugent million ar bloaz, hag e zo presidantjou republiked vraz pere na goustont ket ar c’hantvet lodenn a gement-se, met ar re-ze na disklêriont ket ar brezel hep beza prest, ha na rouinont ket ho bro.

F.-M. L.