kredit mad e c’hoarvezfe ar memeus tra, pe wasoc’h c’hoas. Ar brezel a deufe arre, hep dale. — rag ann Napoleoned n’ho deveus biskoaz klasket nemet ar brezel, — hag ur brezel grêt fall, eneb c’hoant ar fransijenn, hag e kollfemp arre, hep mar, ha neuze a vefe kollet holl. Mar deufe Herri Pemp, e rafe ive marteze, ar brezel d’ann Itali ha d’ar Pruss, evit reï d’ar Pab ar rouanteles hen eûs kollet, pe he bouar temporel, evel ma lavarer en gallek ; met ann Impalaëres (l’Imperatrice), mar deufe he mab da renn (a régner) en Franz, a rafe ive ar brezel evit ar memeus tra, rag he mab a zo fillor d’ar Pab.
Evel-se eta Napoleon pevar, ha marteze Herri pemp, a zo ar brezel, ha na eo ket ar brezel a lakao hon bro baour da em sevel, goude beza bet ken gwasket, nemet ar peoc’h hag ar peoc’h hep-ken.
Ar Republik, dre garantez ann Aotro Thiers evit he vro, ha dre he wizieges (par son habileté) a d-eûs paeet ur ranson a bemp milliard d’ar Prusianed, hag indan gouarnamant ann den fur-se, e defoa komanset da wellaad (guérir) hon gouliou. Ar Republik hep-ken a c’hell reï d’ar vro ann urz hag ar peoc’h. Na somjomp eta nag en Herri pemp, nag en Napoleon pevar, nag en Napoleon a-bed, met bezomp fur, ha miromp ar Republik.
Evit lavaret bêr (pour nous résumer) : ann empir kenta hen eûs grêt d’imp koll ar Belgiq ha provinsou ar Rhin. Ann eil empir hen eûs grêt d’imp koll ann Alsace hag al Lorraine. Petra a chomfe euz ar Franz goude un drived empir ?…
Allas ! netra !!…
F.-M. Luzel.