Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


» Ma mabik, te zo c’hoaz bihan,
» N’ouzoud ket c’hoaz petra eo poan ;
» Dont raio ann devez, siouaz !
» Ma vo red d’id dougenn da groaz.

» Pa vi gant ann holl dilezet,
» Pa vo da galon baour mantret,
» Tro, va map, tro da zaoulagad
» Oc’h Jezuz beuzet en he c’hoad.

» Dalc’h bepred, o dalc’h mad d’as feiz !
» Ped ar Werc’hez ha sent-koz Breiz ;
» Kar dreist holl iliz da barroz,
» Ha Doue roi d’id he vennoz. »

— Neuze, me oa c’hoaz eur bugel ,
Bugel divlamm, evel eun el ;
Breman ounn koz, ha ma bleo gwenn
Lavar d’in tosta ma zermen.

Ma mamm baour zo et gand Doue,
Hep dale me ielo ive ;
Gant-hi repozinn enn disheol,
E bered santel Remengol.