Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EUR BELEK MAD

————

D’ANN AOTROU PER KERLOC’H, PERSON BANVEC

Maro ar 17 a viz Genver 1860

————

D’ANN AOTROU DANIEL, CHALOUNI, PERSON BULAT

————
Mementole prœpositorum vestrorum qui vobis locuti sunt verbum Dei : quorum intuentes exitum conversationis, imitamini fidem (Hebr. Ch. XIII. 7.)
Dalc’het sonj euz ar bastored ho deuz prezeget d’e-hoc’h komzou Doue ; hag o welet penoz ez int maro, bezit evel-d-ho tud a feiz.


War don : Eunn Doue hep-ken a adori.

Kerloc’h, kousk e peoc’h, va mignon,
Bet oud belek mad ha gwirion ;
Doue, da nesa c’heuz karet,
Ar beorien noaz a c’heuz gwisket.
 
Karet a c’heuz ive, dreist-holl,
Ar Werc’hez, Itron Remengol ;
Gra breman e peoc’h da ziskuiz
E douar santel he iliz.