Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Pellaat a ra ar c’houmoull, ar glao zo spaneet,
Dirak Gwerc’hez Remengol ann avel zo tavet.
Sioul eo breman ar mor, sioul eo ar c’hurunou,
Ann dud paour war ho lestrik a gan meulodiou :
 
« Bennoz ! bennoz ! d’e-hoc’h Mari, mamm vad tud ann Arvor !
» Choui a zo enn gwirione steredenn gaer ar mor ;
» Plijit kenderc’hel bepred da zelaou hor pedenn !
» Hor fizianz, goude Doue, a zo enn-hoc’h hep-ken. »
 
Erruout a ra enn od al lestr saveteet,
He hano, Mari-Anna, a zo var-n-han skrivet.
Etre ar vartoloded hag ann dremenerien
Ez euz, gant ar vugale, dek ha triugent den.

Goude ma oant enn douar dre vurzud diskennet.
En em lakont diarc’henn hag e korf ho roched ;
Ha rak-tal da Remengol kerzont, enn eur gana.
En eur gana da Vari : Ave, maris Stella !

Pa oant o vont enn iliz, gant gwir devosion,
E oa ar c’hleier o son ’vit ar brosesion ;
Goude beza daoulinet ez-int en em laket,
Ann daelou ’nn ho daoulagad. touez ar belerined.