» Distroomp brema d’ar ger gant peb a vedalenn
» Evit rei d’hor bugale, ha d’hon tud da zougenn ;
» Dre hon Tad Santel ar Pab eo induljansiet,
» Ha war galon pep kristen e tle beza douget. »
Evel-se e kimiade teir vrek paour diarc’henn,
Deut da bardon Remengol gant ho gwialenn wenn ;
Deut minlin mad euz ar ger, da zadorn ann Dreinded,
Gant eunn niver braz a dud hag a belerined.
Goude beza gret teir zro d’iliz Mamm Breiz-Izel,
Beza poket d’ann oter ha d’ar skeudenn zantel,
Ho deuz kemeret ho hent, laouen, enn eur gana
Ar gwerziou kaer a zo gret d’ann Itron Varia.
Pa oant o vont da dremen dreist eur menez huel,
E parrez Landevennek, dirak tour Plougastel,
Unan euz ann teir vreg-man enn he zav a choumaz,
Ha d’he diou vignounez all kerkent a lavaraz :
« Sellet ’ta ouz ann amzer ! ann oabr a deu teval.
» Doue ! pebez tarz kurun ! klevit-han o strakal,
» Spontuz war-lerc’h al luc’hed, dre volz ann env huel,
» Evit gervel ann arne zo du-hont o sevel. »
Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/66
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ