Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/64

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
42
TELENN REMENGOL


Hag a dud klanv, mac’hagnet, ho deuz bet ar c’herzet !
Ped bugel paour e langiz ho deuz bet ar iec’hed !
Hag a vammou ankeniet, hag a briejou kez,
Lakeet seder ha laouen ; bennoz d’ho madelez !

D’ann eil euz a viz even , sadorn ar pardon braz [1],
Enn iliz sakr Remengol kalz tud a zigwezaz ;
Dindan ar glao, ann avel, hag ar stourm ar gwasa,
E teu pelerined, laouen, enn eur gana.

Ann aotrou ’nn Eskop kerkoulz hag ar belerined,
D’ar zadorn e Remengol a zo en em gavet ;
Gant joa vraz en deuz gwelet, enn desped d’ann amzer,
E voa leun, evel bep bloa, iliz mamm hor Zalver.

« Kenavo ! Gwerc’hez santel, da vloa e teufomp c’hoaz
» D’ho kwelet evel hirio, devez ho pardoun braz !
» Kenavo ! pa deuio hon tud kez war ho giz,
» Gant peb a c’houlaouen goar e teufomp d’hoch iliz.

» En em strinkomp d’ann daoulin ni holl tud a c’hlac’har,
» Dirak ar vrasa santez a zo war ann douar,
» Evit ma plijo gant-hi rei d’e-omp, evit mennad,
» Eur vuez hirr hag euruz, feiz kre, eur maro mad.

  1. Er bloaves 1860, eunn niver braz a listri a zo en em gollet, tud ha madou, epad ar gwall-amzer a rene er bloavez-se. Evelato, kalz a dud ho deuz gallet savetei ho buez hag ho listri, enn eur bedi a galon ann Itron Varia Remengol.