Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/62

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
40
TELENN REMENGOL


’Vit sec’ha daelou ann dud a ioa holl o ouela,
Enn ho chadennou pounner aboue pevar mil vloa,
Choui hoc’h euz douget nao miz Jezuz, Roue a c’hloar,
Evit p’hini oa re striz ann env hag ann douar.
 
Souezet demeuz eur renk ker braz ha ken huel,
Ann holl dud zo bet ganet hag ar re da c’henel,
Euz al lec’h ma sao ann heol beteg al lec’h ma kuz,
A-rok diskenn enn ho bez, ho prudo evuruz.

Gwerc’hez, hoc’h holl bugale beteg heur ho maro,
A garo, a vinnigo, a veulo hoc’h hano :
Rak bemdez, e Remengol, c’houi ro d’anavezout
Ez eo ho madelezou ker braz hag ho kalloud.

Piou a c’hallfe niveri ann holl madoberou
Hoc’h euz gret e Breiz-Izel, hag enn kalz a vroiou ?
Piou a c’hallfe lavaret en deveuz ho pedet
Hep kaout hervez he c’houlenn, ha rak-tal he reked ?

Difenn a rit ann Iliz hag ann hano kristen,
D’ar beorien noaz, ankeniet, e roit ato souten ;
Dre garantez e choumit enn iliz Remengol
Aboue pemzek kant vloa, ’vit diboania ann holl.