He gorf a zo e Kemper, he skevent e Krozon,
E Brest, enn Ilis Sant-Loiz, emedi he galon ;
Ar bobl euz a Vreiz-Izel, enn Iliz-veur Gemper,
Dre garantez deuz savet evit-han eur bez kaer.
Demp eta, va c’henvroiz, da Iliz-veur Gemper,
Da bedi gant karantez war bez hon Eskop ker.
Eno, bemde e weler, daoulinet war he ve,
Tud ann Arvor o c’houlenn grasou digant Doue,
’Vel Joseph-Mari Gravran, bezomp gwir gristenien,
Bugale vad da Zoue, bezomp mad d’ar beorien ;
Karantezuz ’vit ann holl ; er beo hag er maro,
Kalonek ha stard er feiz, evel tud koz hor bro.
War douriou sant Kaourintin, euz ann env diskennet
Pastor mad, roit ho pennoz d’ar vro oc’h euz karet,
Roit ho penediksion d’ar belerined holl
A ia bep bloaz da bedi da Iliz Remengol !
Roit ho penediksion d’ann dud paour, ankeniet,
D’ann dud a vor, a vrezel, ha d’ann holl Vretoned ;
Roit ho penediksion ive d’hor berejou,
E pe-lec’h e kousk e peoc’h hon tadou, hor mammou !
Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/56
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
34
TELENN REMENGOL