E Paris e tispakaz he holl dalanchou kaer
Da ober lezennou mad, gant furnez ha douster ;
E Frans hag er broiou all e komzet anezhan ;
Gant ann holl e oa meulet Joseph-Mari Gravran.
Ar jeneral Kavagnak, potr stard ha den a feiz,
A fallaz d’ezhan vije Arc’heskop e Paris ;
Refuzi a reaz a-grenn, ’vit dont da Vreiz-Izel,
E-touez he vugale da veva, da vervel.
Distro enn he Eskopti, e kare adarre,
War ar meaz hag er c’heriou, prezeg lezenn Doue.
Hentcha a wie brao-braz ar pinvidik, ar paour ;
Evit he holl vugale en doa eur galon aour.
Biskoaz ne laraz eur gomz da ober droug na poan ;
Karout a re he nesa evel-t-han he-unan ;
Evit ann holl karantez, madelez ha douster,
Setu penn-da-benn buez hon tad, hon Eskop ker.
Touriou katedral Kemper, abaoe pevar c’hant vloaz
A oa mezuz da welet, ne oant ket achu c’hoaz.
Eunn devez e lavaraz, ker brao, enn eur c’hoarzin :
« Savomp holl, ma bugale, touriou sant Kaourintin. »
Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/50
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
28
TELENN REMENGOL