Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
10
TELENN REMENGOL
Dont a rai c’hoaz tud kalonek,
Da zon gant-hi e brezonek,
Da zon gant-hi toniou santel,
’nn enor Patronez Breiz-Izel.
Va bleo gwenn lavar d’in brema,
E tosta va heur diveza ;
Gwerc’hez, c’houi a dolo evez
War bez ho Parz, ho pugel kez !
Ra vo meulet dre ar bed holl,
Hoc’h hano, Gwerc’hez Remengol !
Gwerc’hez vad, Itron Remengol,
Miret oc’h Breiz da vont da goll !
Mamm ann dud paour, klanv, ankeniet,
Mamm ar Barzed, ar Vretoned,
Kasit ac’hanomp d’ann envou,
Da veuli Jezuz, hon Aotrou !
Jezuz, mestr ann env, ann douar,
Zo maro war mene Kalvar ;
Jezuz, Doue ar Vretoned,
E Breiz c’houi vo Doue bepred.