Ne oann c’hoaz nemet eur bugel, Me gare va bro Breiz-Izel ; Me gare va bro Breiz-Izel, Bro ar feiz hag ann dud zantel. Gant va mamm, eunn deiz da zao-heol, Me ieaz da bardoun Remengol ; Me ieaz da bardoun Remengol Da bedi Gwerc’hez Remed-holl. Mont a reamp dre goad ar Rannou, Pa gleviz huanadennou ; Klevet a riz enn eunn dervenn, O son truezuz eunn delenn ;