Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


He far a lavaraz d’ezhi :
« Aman e vevez dizoursi ;
» Aman, gant da vignon fidel,
» Eo brao beva, vo dous mervel.

» Pell diouz da neiz, ar ienien,
» Ann naon, ar zec’hed, ann anken,
» Ar glao, ann erc’h hag ar glac’har
» Vo da lodenn war ann douar.

» Da vignon traitour ar sparfell,
» Enn noaz as lezo da vervel ;
» Mervel a zo eunn dra c’houero,
» Pa varver pell, pell diouz ar vro !
 
» Aman gan-en-me choum ato,
» Va askellik da ziwallo ,
» Da neizik flour vo tomm bepred,
» Ha gant da bar e vi karet.

» Evel ann eostik er c’hoajou,
» Me a gano d’id va zoniou ;
» Ha dre bevar c’horn Breiz-Izel
» Te vo ar goanta turzunell. »