Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


E Breiz ann dud, braz ha bihan,
A lavar ez oud eur pagan.
Dastum ’ta, etc.

Da deod louz a zo binimuz,
’Vel ann aer-viber oud flemmuz.
Dastum ’ta, etc.

Biskoaz ne c’heuz great aluzenn,
D’ann dud ezommek, d’ar beorien.
Dastum ’ta, etc.

War ar paour e toull dor da di,
Didrue, c’heuz hiset da gi.
Dastum ’ta, etc.

Gwerzet c’heuz ar sent ha Doue
Ha flipet arc’hant evit-he.
Dastum ’ta, etc.
 
Madou diwar-goust ilizou,
Ia da houarna ann diaoulou [1].
Dastum ’ta, etc.

  1. Ann dud koz e Breiz a lavare gwechall, hag ann dra-ze a zo gwir : « Ar pez a deu digant ann diaoul a ia d’he houarna, ha
    c’hoaz e choum eunn troad d’ezhan dishouarn. »