Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Jardin an amouroustet.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11


Ar Vestrez. Va Mignon qèz, ho trugarecât a ràn eus an enor a rit dìn ; güir ê ne meus-àn qet meritet ; mes mar plich gant Doue va c’honservi en bue, e meus güir dezir hac e promettàn dêc’h d’ho carout, d’ho servicha, ha d’en em gonformi bepret d’ho santimantchou.

Penos e tle an den a Enor pedi ar c’herent hac ar mignonet da assista d’an eured.

An Den Yaouanc. Bonjour dêc’h, va eont Fanch.

Fanch. Bonjour, va mignonet ; pez seurt avel vad ho tigas amàn eta ?

An Den Yaouanc. Deut òn abers… evit ho pedi, c’houi, ho creg hac ho pugale, da zont d’ar Güin-ardant varc’hoas, ha dilun d’an eured.

Fanch. Ho trugarecât a ràn eus an enor a rit dìn ; tachout a rimp da vont gant calz a blijadur : qen a vo eta neuze, va mignonet. Grit hor gourc’hemennou da Bipi, da Janned, da Yoen, ha d’hoc’h oll dud.





Evit pedi eur Paeron hac eur Vaeronez da zont da henvel eur buguel.

An Tad. Va mignon Guillou, deut oun d’ho pedi da ober dìn eur blijadur.

Ar Paeron. Lavarit dìn petra ê va mignon.

An Tad. Doue en deus digasset dìn eur buguel, hac ho pedàn da ober dìn an enor da zont d’am zicour da ober eur c’hristen mad eus aneàn.

Ar Paeron. Contant bras òn. Da bed-heur e vo ar vadiant ?

An Tad. Da deir heur goude lein, en ilis Sant…

Pa gasser ar buguel d’an ilis, ar Bêleg a c’houlen :

Petra en deus roet Doue dêc’h ?

Ar Paeron. Eur potr, pe eur botrez.