Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 18 ]


R. Abalamour matier an arneu, eus a behini an discarg a brodu ar gurun, en eur guittât ar gounabren e pehini e voa dalc’het, a bermet d’ar strillou dour a ranferme separet, d’en em unani, hac ar strillou-se deuet da veza brassoc’h, a goüez dre effet o fonnerdet.

G. Perac e veler avichou luc’hed hep clevet nep tars curun ?

R. Abalamour an tarsou-se a broven eus a un arneu pell bras ; rac sclêrigen ul luc’hedon pehini en em form en hueldet un anter-leo en ear, a ell en em appercevi en distanç a 45 leo ; trouz ar gurun, er c’hontrel, n’en em sqign nemet ervez ur sæzen a bemp pe c’hoec’h leo.

G. Perac e clever an aliessa ar gurun ur pennad goude ma vez goelet an tars curun ?

R. Abalamour ar sclerigen a veach gant un hevelep buander, mar red 70 mil leo dre seconden, a sco hon daoulagad er moment memes eus an drous ; mes ar son na red nemeur nemet 8 pas bep seconden : naturel eo eta ma velimp al luc’heden aroc clevet an tars, dreist oll mar sco pell diouzomp. Gallout a eller hanavezout pegueit emâ ar gurun dre an amzer a dremen etre apparition al luc’heden hac an tars curun. Mar tremen ur seconden, e zeo ur breuven e zomp en distanç eus a vil pas deus a gounabren ar gurun ; hac evel ma sco al pouls var dro ur vech bep seconden, qen alies a vech ar sco en em neveza etre al luc’heden hac an tars, qen alies a vech e zoar pell eus a vil pas eus a andret an tol curun.