Pajenn:Ledan - Conferançou curius util hac interessant.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





CONFERANCOU


CURIUS,


UTIL HAC INTERESSANT.


————


G. Gant piou e zeo bet poblet ar bed ?

R. Gant bugale Noë : Sem, Cham ha Japhet.

G. Pez seurt partaeh a voe grêt dezo ?

R. Sem en devoe al lodennou eus ar c’hreiz-de eus an Asi ; Cham en devoe an Affriq, ha Japhet an Europ hac al lodennou nord en Asi.

G. Pet sqiant natur en deus an den ?

R. Pemp : Ar Güelet, ar C’hlêvet, ar Blassa, ar C’huessa, hac an Touch.

G. Piou en deus invantet ar Scritur ?

R. En attribui a rear da Zoue memes, a roas da Voyses an dec Gourc’hemen eus al Lezen, scrifet var diou daul ven. Cadmus, roue Thèbes, mab da Agenor, roue Phenici, a zigassas ar Scritur eus a Phenici en Greç, vardro ar bloaves 1617 aroc J.-C.

G. A bez seurt utilite eo ar Scritur ?

R. N’en deus den na gonven e zeo an utilla eus an oll sqiantchou : beza e zeo ene ar c’hommerç, tablen an