renta henor d’ar Vretonet vaillant pere a voezas exposi o buez evit sauvetât o brô eus a valiç o adversourien, ha da zigaç sonch d’an oll Vretonet da zont d’o imita, mar bez ezom.
G. Piou en devoe da zisput evit beza Duc a Vreiz ?
R. Yan a Vontfort, hanavezet evit Duc a Vreiz, dre gombat Alre, an 39 vis Guengolo 1365, a c’honezas var Charles de Blois. Gonit a reas Breiz oll, hac er meritout a rê, dre e furnes goude e victor. Ober a eure en e vrô evel a eure goechal Herri IV en Franç. Ar pez a gresq c’hoas e c’hloar, e zeo m’en devoa da gombati an daou buissanta general eus an Europ : Duguesclin ha Clisson. Emàn, dre e grueldet, a voe hanvet ar C’higuer.
Famill Montfort, assuret var an tron dre e verit, en deus possedet an Dugach a Vreiz bete ma zeo bet unanet d’ar Franc er bloa 1524.
G. Petra voe caus m’en em roas Breiz d’ar Franç ?
R. Ar brezeliou cuutunuel, hac ar garantez vras e devoa an Duqes Anna evit he fobl, pere a gare eguis ur vam dener. Ar Brinces-se, leun a gourach, a vertus hac a garantez evit Breizis, o velet na elle qet resista ous ar Franç, hep brêvi e fobl, en em resolvas d’en em sacrifia evit ar Vretonet, o tont da zemezi da Charles VIII, roue a Franç. Mes evit se tout, ne voe qet c’hoas unanet Breiz d’ar Franç nemet goude maro Charles ; neuze Anna a zemezas da Louis XII, roue a Franç, dindan pehini e voe neuze unanet evit mad.