Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34


Eur recolez a ranq goëla
Ha derc’hel trist e galon ;
Eun hermit beva retiret
Hac hep nep plijadurez ;
Qementse oll zo re galet :
Ret ê dìn choas eur vestrez.

Mes pelec’h caout eur güir vestrez ?
Ar bed-màn a zo malin ;
N’am eus qet ezom danserez,
Nac unan a garo’r güin ;
Diaroc me voa difficil ;
Mes brêmàn pa òn tromplet,
Me a vezo muioc’h subtil
Pa gonversìn gant merc’het.

Mes anaout ’ràn eur femelen
Zo dign a attantion ;
Onnes a vo da virviqen
Rouanez eus va c’halon :
En onnes e-màn va fianç ;
Onnes ê va c’harante,
Enhi e-màn va esperanç ;
Hi ê souten va bue.

Evelse eun den glac’haret,
Evit en em gonsoli,
A dle alies lavaret
Da basseal e anui :
Mar-dê serret din an nôr-ze,
Unan all a zigoro ;
Me a vo bepret er zònj-se
Mac a vo bete’r maro.

Ma tezirfac’h, va mignonet,
Gout hano ar c’homposer :
Guinidic ê a Locqirec,
Mab ena d’eur güiader,